#1 Divizout e Breizh

An temoù

Eus kreiz miz Meurzh betek kreiz miz Mae e kinnigomp deoc’h kemer perzh e programm Dazont Breizh, da binvidikaat anezhañ ha d’e lakaat e tabut. Evit ar sekañs kentañ, “Divizout e Breizh“, hon eus kinniget deomp reiñ ho soñj betek an 28 a viz meurzh war 4 zem :

Votet em eus atav, met a-wechoù em eus ar santimant on talvoudusoc'h oc'h ober war-dro ma liorzh. C'hoant em befe da adkavout fiziañs er politikerezh ! Plijout a rafe din gwelet tud heñvel ouzhin hag o tougen ma mouezh da vat! ”

Emilie
41 vloaz, Gwipavaz

“Alies e lârer eus ar re yaouank
n'int ket dedennet
gant ar politikerezh, met hor
rummad a zo engouestlet-kenañ
er c'hontrol! Dav eo ober
plas d'ar re yaouank hag o
harpañ, mennozhioù o deus ha
raktresiñ evit cheñch
ar bed.”

Benoît
22 vloaz, Roazhon

Klask a ran bezañ ekolo war
ar pemdez, hag alies e
hegas ac'hanon e vefe kalz
dradoù dibabet e Pariz. C'hoant
em befe e vefe Breizh
e-tailh da zibab eus ar pezh a
c'hoarvez amañ
, evit ar Vretoned
o terc'hel kont eus
hor gwirvoud.

Annick
59 vloaz, Plouared

Ar c’hinnigoù pennañ

E dibenn an eskemmoù ez eus bet lakaet pevar fenn-kinnig war-wel:

  • Ur C’hendiviz keodedour breizhat war an Hin, heuliet gant kendivizoù tematek all
    Evit ur rannvro demokratel, ma vo kemeret e kont ali pep Breizhadez ha pep Breizhad.
  • Dael Breizh war 5 departamant
    Evit ur rannvro greñv, dezhi galloudoù ouzhpenn hag ur budjed brasoc’h
  • Ur c’huzul evit an tiriadoù, lec’h eskemmoù a vodo ar rannvo hag an ensavadurioù tiriadel a gevrat gante (Kumunioù, Broioù, Meurgêrioù, Parkoù naturel).
    Evit ur rannvro o kendivizout atav gant he ziriadoù
  • Digreski ar skignadennoù gaz a efed ti-gwer a 60% e 10 vloaz kentoc’h eget en 20 vloaz, pal ar strategiezh broadel izelgarbon.
    Evit ur rannvro youl ganti, o heuliañ palioù Parlamant Europa.

Ar skignadennoù

An egor eskemm

Adkavit ho kinnigoù hag ho evezhiadennoù amañ-dindan:

Décider en Bretagne
 
Notifications
Clear all

Décider en Bretagne

Author Name

Author Email

Topic Title *

Preview 0 Revisions Saved

No topics were found here