#2 Bevañ mat e Breizh

Kemerit perzh e programm Dazont Breizh! Eus an 31 a viz meurzh d’an 11 a viz ebrel e tigorimp eil sekañs hor program war an tem “Bevañ mat e Breizh”.

An temoù

Kinniget hon eus deoc’h reiñ ho soñj war an 9 tem a glot gant ar “bevañ mat”:

Ma zud-kozh o doa renevezet an ti-feurm et bloavezhioù 70 evel ma veze graet d'ar mare-hont, gant simant ha polistiren... Hiziv hon eus kudennoù glebor ha diaesterioù evit tommañ. Ne vez ket analet ken gant ar mogerioù mein.

Erwan
26 vloaz, Plérin

Un ti hon eus e Berrien met etre daou emaomp evit en em staliañ eno da vat, gant ma mignon.
Dleout a rafe ma mab henañ kemer ar c'harr-boutin war-hed 10 km evit mont d'al lise da Vontroulez! Heñvel evit ar mezeg, luziet eo mont bep tro d'an Uhelgoad.

Emilie
41 vloaz, Gwipavaz

A-bouez-ruz eo ar sinema, an teatr, ar sport! Ha spi am eus e tistroio buan en hor buhezioù. Met koust a ra ker ar vuhez, er c'hêrioù bras dreist-holl. Ma c'hallfer kaout ur c'houmanant evit ar bloaz e vefe peurvat!

Benoît
22 vloaz, Roazhon

Ar c’hinnigoù pennañ

Eus an eskemmoù ez eus deuet pevar c’hinnig arouezius war-wel:
  • Ur reneveziñ energiezh efedus evit 50 000 logements bep bloaz oc’h ober da gentañ gant danvezioù a orin bio hag adimplij.
    Evit un annez padus, yac’h ha diraezus
  • Digeriñ en-dro al linennoù TER, en o zouez al linenn An Alre – Sant-Brieg.
    Evit ur fiñvusted padus war ar pemdez, en holl diriadoù
  • Ur c’hinnig yec’hed boutin 20 munut d’ar muiañ eus al lec’h-bevañ evit an holl Vreizhadezed ha Breizhiz.
    Evit ar yec’hed a-dost, diraezus d’an holl
  • Ur pass sevenadur ha sport evit an holl re yaouanek etre 18 ha 25 bloaz.
    Evit ur vuhez sevenadurel ha sportel pinvidik en ingalded

Ar skignadennoù e replay

Ar c’hinnigoù

Merdeiñ e-touez an atalieroù amañ-dindan evit ober evezhiadennoù war hor c’hinnigoù hag ouzhpennañ reoù nevez!
Bien vivre en Breta...
 
Notifications
Clear all

Bien vivre en Bretagne

Author Name

Author Email

Topic Title *

Preview 0 Revisions Saved
Status
Topics
Replies
Views
Users
Date 
0
51
By Claire LU...
May 08
May 08
0
53
By Jocelyne ...
Apr 30
Apr 30
3
107
By linda
Apr 17
Apr 17
3
96
By Charlie
Apr 17
Apr 17
1
91
By linda
Apr 08
Apr 08