Al listenn Dazont Breizh

E-barzh al listenn Dazont Breizh e kaver liesseurted kevredigezh Breizh. En em gavout a ra e-barzh al listenn tud liesseurt o emouestloù hag o barregezhioù, o tont eus ar bed politikel, kevredigezhel pe sindikadel. Grit anaoudegezh ganto !

Foto Claire Desmares-Poirrier

Claire Desmares-Poirrier

Penn-listenn rannvroel hag en Ill-ha-Gwilen (35) Un diplom war ar skiantoù politikel ganti, Claire Desmares-Poirrier zo un embregourez a 37 vloaz. Adtapet he deus un ti-feurm gant he gwaz e Sixt-sur-Aff 10 vloaz a zo, e lakaet o deus da vezañ biologel ha savet o deus war al lec'h ur c'hafedi-stal-levrioù. Skrivet he deus ivez ul levr embannet e miz Gouere 2020 anvet “L’Exode Urbain, Manifeste pour une ruralité positive”.

Ronan Pichon

Penn-listenn e Penn-ar-Bed (29)
50 vloaz, Stlennegour, tapet en deus un diplom war ar stlenneg e skol-veur Brest (Mestroniezh), hag e Roazhon 1 (DEA). Kuzulier-kêr e Brest, Bez-prezidant Brest meurgêr eo dibaoe 2014. E penn al listenn Brest Ekologiezh Kengred e oa da vare an dilennadegoù ti-kêr e 2020. Labourat a ra bemdez evit kas kêr Vrest war-raok war dachenn an treuzkemmoù niverel (Internet evit an Holl, Fab@Brest, Forum des Usages Coopératifs,...), ekologel (60% a vio e-barzh ar c'hantinoù e 2020, 80% a-benn 2022,...), ekonomikel (Galv da raktresoù « réussir les transitions dans l’économie », FabCity, Ekonomiezh-kelc'h,...) ha sokial (Moneiz lec'hel, Ekonomiezh Sokial ha Kengret, Brest en Communs,...). Stourm a ra e-barzh EELV dibaoe 2009 ha choazet eo bet ken-penn-listenn gant EELV Breizh skoaz-ouzh-skoaz gant Claire e miz Gwengolo 2020.

Valérie Tabart

Penn-listenn en Aodoù-an-Arvor (22) Oadet a 47 vloaz, Valérie Tabart zo bet kenurzhierez rannvroel ha goude sekretourez meur e Frañs an MRJC, ul luskad evit ar yaouankizoù hag an deskadurezh poblek. Dibaoe 20 vloaz emañ e penn un embregerezh artizanel a sav milinoù bleud evit al labour-douar gant peizanted hag al labour-douar biologel. Bet eo bet maerez kumun Laorenan etre 2009 ha 2020 ha kenbrezidantez ar rouedad Bruded, Bretagne Rurale et Rurbaine pour le développement durable. Embregourez an diorren lec'hel war ar maez eo, bet eo bet e deroù kalzik a nevezadennoù evit reiñ startijenn d'ar C'hreiz Breizh : nevesadur ekologel, kenwerzh bevañs kevredigezhel, argerzh perzhiañ. Ezel eo eus Asambles War hon Tiriadoù.

Gael Briand

Penn-listenn er Morbihan (56)
Kroget e oa abred a-walc'h gant ar stourm politikel ha kevredigezhel o vezañ kuzulier kêr bugel d'an oad a 10 vloaz. Bremañ eo Gael Briand 36 vloaz ha kuzulier kêr en Oriant. Penn-skridaozer ar gelaouenn menoioù « Le Peuple breton ». Ezel eus UDB eo, stourm a ra evit ma vo demokratelaet ar Republik hag evit Breizh emren, gouest da zivizout eviti hec'h-unan eus he dazont. Un difennour kadarn eo eus gwarezadur an endro hag evit ur mailhadur tiriadel savet tro-dro d'ar c'hêrioù bihan hag etre evit ma vefe roet ar memes chañsoù d'an holl da gaout un implij ha servijoù nes.

An ekologourien, ar gevreadelourien hag an denelourien eus Breizh o deus choazet en em vodañ evit kinnig ur gwir choaz politikel disheñvel d'ar Bretonezed ha d'ar Vretoned da geñver an dilennadegoù rannvroel e miz Even 2021. Dougen a ra ar vodadeg-mañ ar raktres-mañ : Breizh ekologel, emren ha kengret.

Logo EELV
Logo UDB
Logo ESNT
Logo Nouvelle Donne