Claire Desmares-Poirrier

Ekologour on

Dont a ran eus un endro micherour. Kresket em eus etre stourmoù sindikadel ar gennad petrokimiek ha kumuniezh an dud a vor. Oberataer war an eoulgimiezh e oa ma zad e purerezh vrasañ Bro-C’hall, en Havr-Nevez. Desket he deus ma mamm din teurel atav ur sell ouzh podoù tredan ar sonenroller a-raok mont da vanifestiñ. Tro-dro deomp e oa un obererezh labour-douar gwarezet, an natur a oa e pep lec’h en hor buhez pemdez. Met dibaouez e veze daeet gant bezañs kreñv an industrielezh, ha gant kement tra a zegase d’hor buhezioù, evit yec’hed ar vugale hag hini an dud a laboure en uzin. Yaouank-flamm em boa bet c’hoant da zifenn an dud, da stourm ouzh an direizhderioù ha da wareziñ ar blanedenn.

Politikel on

O studiañ ar skiantoù politikel, e Lille, em eus dizoloet ar stourmoù ekologel ha kemeret perzh enne. Ur piler eo an endalc’h-se, e-kreiz ma buhez. Labouret em eus er metoù dengarour gant an divroidi, e “janglenn” Calais da skouer. Abamalour d’an endalc’h-se e oan bet dindan gwarez poliserien e-pad bloaz ! Warlec’h em eus prenet skiant war tachenn ar politikerezh ensavadurel e Kuzul ranvro Norzh-Pas-de-Calais. Boas on ouzh mont-en-dro ar strollegezhioù. Ezelez on eus Europa Ekologiezh – Ar Re C’hlas abaoe 15 vloaz.

Bretonez on

Bretonez on diwar zegemer ha diouzh kalon. Dek vloaz zo em boa graet an dibab da cheñch buhez gant ma gwaz. Kemeret hon eus un ti-feurm e Seizh, e bro Redon. Fellout a rae deomp sevel hon embregerezh hag hor familh amañ, e kreiz an douaroù degemerus-se.

Penn-embregerezh on

Gounid a reomp plant frondusha louzeier ha krouiñ a reomp tizanoù biologel, evit pretioù gastronomek da skouer. Staliet em eus ur c’hafedi-stal-levrioù en ti-feurm, ur raktres tost d’am c’halon evit broudañ ar sevenadur hag an eskemmoù en un takad diwar ar maez.

Klask a reomp nevezadenniñ evit reiñ buhez hon talvoudoù. Da skouer emañ hon ti-feurm dindan perc’henniezh a-stroll, gant 125 kevelour ha kevelourez. Eus ar skiant-prenet-se em eus tennet ul levr embannet e miz gouere 2020, da ditl dezhañL’Exode Urbain, Manifeste pour une ruralité positive.

War ar renk emaon evit bezañ Prezidantez Rannvro Breizh.

D’an 28 a viz du 2020 em boa resevet resped ar strolladoù ekologour ha kevreadelourevit bezañ e penn eus al listenn Dazont Breizh / Bretagne d’Avenir evit dilennadegoù rannvro 2021. Krouomp asambles Dazont Breizh!

Claire Desmares-Poirrier