Hol luskadoù politikel

Ur vodadeg digor eo Dazont Breizh, o strollañ ekologourien, kevreadelourien ha dengarourien. eizh aozadur politikel zo el listenn, ha tud distrollad ivez. Dougen a ra a-stroll raktres Breizh ekologel, emren ha kengret.

Ur strollad politikel ekologour eo Europa Ekologiezh – Ar Re C’hlas, hag en doa erlec’hiet Ar Re C’hlas d’an 13 a viz du 2010. Emañ EELV a-gleiz war an dachenn bolitikel, ha difenn a ra an treuzkenn ekologel, sokial ha demokrateler gevredigezh. bretagne.eelv.fr

Ur strollad politikel breizhat eo Unvaniezh Demokratel Breizh, krouet e 1964. War tu-kleiz an dachenn boilitikel ha gwriziennet don en ekologiezh ennañ, lakaet e vez war-wel gant UDB an emrenerezh politikel evit Breizh. www.udb.bzh

Ur gevredigezh bolitikel krouet e 2019 eo Asambles war hon tiriadoù, a vod oberourien tro-dro d’an treuzkemm ekologel ha sokial. ensemblesurnosterritoires.fr

Ur gevredigezh krouet e 2009 eo Breizh ekologiezh. Fellout a ra dezhi kemer perzh er vuhez politikel e Breizh o kevelouriñ gant nerzhioù politikel evit respont da vat d’an urjañsoù sokial, ekologel ha demokratel. Labourat a ra war an tiriadoù, lec’h gwellañ evit lakaat e pleustr ar patromoù disheñvel dezho nebeut a louc’had ekologel ha kalz a nerzh sokial. bretagneecologie.bzh

Krouet e 1990, Rummad ekologiezh eo ur strollad politikel ar peurekologiezh demokratel. Bodañ a ra Douaridi a fell dezho troc’hañ diouzh ar renad politikel a-vremañ evit lakaat an ekologiezh e-kreiz an holl zivizoù demokratel, war kement tachenn zo, evit sevel ur gevredigezh harpus a zouj ouzh bevennoù ar blanedenn. generationecologie.fr

Ul luskad politikel krouet e 2013 gant ur strollad keodedourien eo Dorn Nevez. War tu-kleiz an dachenn bolitikel emañ, ha fellout a ra dezhañ dougen ur mod nevez d’ober politikerezh o kontañ war spered an holl hag o reiñ d’an holl an tu d’ober. www.nouvelledonne.fr

Radikaled an Tu-kleiz zo ur strollad politikel krouet e 2017. A-gleiz, difenn a ra raktres ur Republik laik, demokratel ha sokial a lak ar geodedourien e kalon e oberoù. lesradicauxdegauche.fr

Ul luskad politikel krouet e 2017 eo Rummad•où, dengarour da vat, ekologel, europat ha benelour. Difenn a ra mennozhioù nevez war ar patrom sokial gall ha war an treuzkemm ekologel pe an treuzkemm niverel. www.generation-s.fr