Dazont Breizh

Politikerezh prevezded

Talvezout a ra ar politikerezh displeget war ar bajenn-mañ evit an tretañ roadennoù personel graet war al lec’hienn avenir.bzh.

Kemer a ra plas er framm lezennel krouet gant reoliadur (UE) 2016/679 Breujoù Europa ha Kuzul ar 27 a viz ebrel 2016, a denn da wareziñ an dud e-keñver an tretañ roadennoù perzhioù personel dezho, da vont-ha-dont dieub ar roadennoù (RHGR) ha d’al lezenn c’hall niv. 78-17 eus ar 6 a viz genver 1978 diwar-benn ar stlenneg, ar fichennaouegoù hag ar frankizoù (kemmet).

E-karg eus an tretañ

Kevredigezh arc’hantaouiñ dilennel Claire Desmares-Poirrier Rannvro 21 (AFE Claire Desmares-Poirrier Reg21)
Dileuriadez e-karg eus gwareziñ ar roadennoù (DGR): Roxane Delamare
14 Kar Duguay-Trouin 35000 Roazhon – 07 49 32 29 10 – donneespersonnelles@avenir.bzh

Reseverien ar roadennoù perzhioù personel dezho

Gallout a ra ar gevelourien da heul tizhout lod eus ar roadennoù personel dastumet war al lec’hienn Avenir.bzh :

  • AFE Claire Desmares-Poirrier Reg 21, embanner al lec’hienn
    14 Kae Duguay-Trouin
    35000 Roazhon
    07 49 32 29 10
  • Kevredigezh Alexandre Trocmé “WP Alex”, mestr-gwiad al lec’hienn
    25 straed de la briqueterie
    35610 Planfili
    06 28 33 49 52
  • Kevredigezh o2switch, herbec’hier al lec’hienn
    222-224 Boulouard Gustave Flaubert
    63000 Clermont-Ferrand
    04 44 44 60 40
  • kevredigezh Sendinblue, evit kas posteloù
    55 straed Amsterdam
    75008 Pariz
    0899 253 061

Treuskad roadennoù perzhioù personel dezho

Ar roadennoù perzhioù prevez dezho dastumet war al lec’hienn Avenir.bzh ne vint ket treuzkaset d’ur vro all pe da aozadur etrebroadel ebet.

Padelezh mirout ar roadennoù perzhioù personel dezho

Nemet hag a-du e vefe an implijer evit ober ar c’hontrol, distrujet e vo ar roadennoù diwar-e-benn en daou viz a heulio eil tro dilennadegoù rannvro 2021.

Tretañ ar roadennoù perzhioù personel dezho

Implijet e vez ar roadennoù perzhioù personel dezho dastumet dre al lec’hienn Avenir.bzh evit koulzad kabaliñ 2021 e Breizh, ha n’hallont bezañ implijet evit tra all ebet.

Tretet e vez ar roadennoù-se gant ar gevredigezh evit ar palioù da heul:

  • enskrivañ d’al lizher kelaouiñ
    • roadennoù tretet: anv, raganv, chomlec’h postel
    • Diazez lezennel: tretañ ret (pennad 6, rannbennad 1, poent b) ar RHGR)
  • Sinadur ar galv
    • Roadennoù trete: anv, raganv, chomlec’h postel, pellgomz (diret)
    • Diazez lezennel: asant (pennad 6, rannbennad 1, poent a) ar RHGR)
  • Kinnigoù d’ar programm
    • Roadennoù tretet: anv-pluenn, chomlec’h postel
    • Diazez lezennel: tretañ ret (pennad 6, rannbennad 1, poent b) ar RHGR)
  • Goulenn kelaouiñ
    • roadennoù tretet: anv, raganv, chomlec’h postel
    • Diazez lezennel: tretañ ret (pennad 6, rannbennad 1, poent b) ar RHGR)
  • evezhiadenn war ur pennad
    • roadennoù tretet: anv, chomlec’h postel
    • Diazez lezennel: tretañ ret (pennad 6, rannbennad 1, poent b) ar RHGR)
  • Gwellaat ar merdeiñ war al lec’hienn
    • roadennoù tretet : titouroù kevreañ hag implij
    • Diazez lezennel: asant (pennad 6, rannbennad 1, poent a) ar RHGR).

Gwirioù

Ar gwir en deus an den a vez dastumet e roadennoù:

  • da c’houlenn digant an den e-karg eus tretañ ar moned d’ar roadennoù perzhioù personel dezho, ar reizhañ pe an diverkañ anezho, pe un harz d’an tretañ a denn d’an den a c’houlenn,
  • da vont a-enep an tretañ,
  • da vont a-enep amloadusted e roadennoù,
  • da degas ur c’hlemm d’ar c’hKBSF (https://www.cnil.fr/fr/plaintes)
  • da dennañ e asant pa fell dezhañ, hep noazout ouzh gwir-vat an tretañ diazezet war an asant roet a-raok bezañ tennet, ar gwir-se o vezañ anezhañ pa vez diaezet an tretañ, hepken, war pennad 6, rannbennad 1, poent a) ar RHGR, pe war pennad 9, rannbennad 2, poent a) ar RHGR, da lavaret eo war asant an den d’an tretañ d’e roadennoù perzhioù personel dezho evit ur pal termenet pe meur a hini.