Roit ho kalloud

C’hoant ho peus da votiñ evit an ekologiezh da dilennadegoù rannvro an 20 hag ar 27 a viz even, met n’hallit ket? Roit ho kalloud : ho sikour a raimp da gavout ul leuriad.

Penaos ez a en-dro? Aes-kenañ eo!

  1. Leuniet e vo ganeoc’h ur furmskrid o reiñ titouroù merket war ho kartenn dilenner.
  2. Kavout a raimp e-touez hor stourmerezed ha stourmerien un den a c’hallo dougen ho kalloud.
  3. Kaset e vo deoc’h ur furmskrid CERFA rakleuniet, ha n’ho po ket nemet
    e lakaat en ur c’homiserdi, ur archerdi pe
    el lez-varn ensav.
Ma roit ho kalloud evit ma voto ur stourmer.ez en ho anv e talvezo evit an dilennadegoù rannvro ha departamant, a vo dalc’het ar memes devezh, hag evit an div dro. Votiñ a raio neuze hor stourmer.ez en ho anv evit al listennoù ekologour d’an dilennadegoù rannvro ha departamant evit an div dro, da lakaat an ekologiezh d’ober berzh. Da get ez aio ar roadenn galloud-se goude ar 27 a viz even 2021.